Image
BIOGRAPHY

Theodorik, Flāvius Theodoricus e latin, Θευδερίχος e gresianeg : berv eo dalc’hmat, pe ‘vefe evit sevel tonioù en e studio Speak’ Events, pe gant e hent trema ul lec’h divoutin, ur sal arvestoù pe glennoù nevez da zifrostañ war dachenn ar sonerezh

Fonnus eo e vuhez don. Dizoleiñ kevrinoù pe sekredoù a blij dezhañ, ne dremeno ket e-biou. Ar c’hoant stourm, talañ ouzh daeoù, distruj evit adsevel a zo gantañ. Dre anien e labour alies tre.Energiezh a zo ennañ hag ezhomm en deus bezañ oberiant ha mennet. Gant e youl e c’hell a-wechoù souezhañ e genseurted gant ar mod ma vesk talvoudoù an tan, entan pe gouroberiantiz gant talvoudoù an dour, emzalc’hegezh, preder, kizidigezh pe diabarzhelezh…

Gouest eo d’ober al lamm etre sport a live uhel hag un enklask kevrinek, metafizikel, arzel pe dre e hune.Broudañ a ra obererezhioù korf (dañs , sportoù) ha diorren e gizidigezh (c’hoariva, sonerezh pe stummoù arzel all). Ganet e Breizh, entanet eo Theodorik gant ar sonerezh abaoe e vugaleaj.Da bevarzek bloaz eo perc’henn war un urzhiataer (ATARI 520 STE : 1040 STE). E brogrammoù kentañ a vo skrivet a-drugarez d’ur STEINBERG CUBASE. Plijout a ra dezhañ difroster hollvrudet an dañs elektronek, Jean-Michel Jarre. Awenet eo kalz gantañ met ivez gant Kraftwerk, Hilight Tribe, Archive, Chemical Brothers, Daft Punk…

Video Link : ATARI 1040 ST & CUBASE

Featured Events

Image
14 Nov

4ème Opus DJ-STIVALES TOUR 2020

DJ-STIVALES TOUR 2020 By Chope & Compagnie Rennes Nord - DJ SET ROCK ELECTRO POP

Info

Image
15 Aout

3ème Opus DJ-STIVALES TOUR 2020

DJ-STIVALES TOUR 2020 By Chope & Compagnie Rennes Nord - SUMMER NIGHT PARTY

Info

Image
14 Jul

2ème Opus DJ-STIVALES TOUR 2020

DJ-STIVALES TOUR 2020 By Chope & Compagnie Rennes Nord - DJ SET ELECTRO JUNK

Info

Upcomcing Events